Divizet o deus Mouladurioù Hor Yezh adembann al levr kaer ha bamus-se, bet moulet evit ar wech kentañ ha nemeti e 1942 gant Skrid ha Skeudenn.
Ul levr dioutañ e-unan eo ENE AL LINENNOÙ, evel ma voe Langleiz un den dioutañ e-unan, war un dro barzh, romantour, livour hag engravour. Klasket en deus an aozer spisaat e venozioù diwar-benn an Arz (pe, resisoc'h, diwar-benn pouez ha ster al linennoù en arzoù treset ha livet), gant skoazell un niver a engravadurioù war linoleom, eus ar seurt a blije kement dezhañ ober. Ha n'eus nemet sellout ouzh levrioù evel ENEZ AR ROD, MARZHIN pe CHAL HA DICHAL (hemañ diwar zorn R. ar Mason) evit merzout pegen donezonet e oa, n'eo ket hepken evit skeudenniñ, met evit kendeuziñ e skeudennoù gant an destenn.
« Ene al Linennoù a zo oberenn ur skrivagner hag un arzour war un dro ; pa lavaran skrivagner, barzh a vije gwelloc'h, rak barzhoniezh a zo hed-ha-hed al levr-mañ [ ... ] An tresadennoù savet gant Langleiz da skeudenniñ an destenn a zo eus ar c'haerañ. » : Setu ar pezh a c'halled lenn er gelaouenn SAV, Niv. 25, Diskar-Amzer 1942. Ne c'helled ket lavarout gwiroc'h.
Priz al levr a vo 15 euro betek an deiziad merket a-us, kuit a vizoù-kas.
Tremenet an deiziad-se e vo ar priz : 18 euro mui ar mizoù-kas.
Tremenet an deiziad-se e vo ar priz : 18 euro mui ar mizoù-kas.